An Hani A Garan-Alan Stivell

An Hani A Garan

歌手:Alan Stivell

时间:2001-01-01

    使用手机浏览器「扫一扫」

    在手机上保存,获得更好体验

标签
猜你喜欢的歌曲
歌词

An hani a garan, gwechall bihan er gêr,

Pa oamp tostik an eil, an eil ouzh egile.

Ma ch'alon ne gare, ne gare nemet unan,

Pa oan bihan er gêr an hini a garan.

An hani a garan, gwezharall ma ch'are,

Kanañ a rae pa ganen, pa ouelen e ouele,

Hon div galon ne raent, ne raent nemed unan,

Pa oan bihan er gêr an hini a garan.

An hani a garan, bremañ, he deus ma laosket

Aet eo da broioù pell, d'ur vro n'anavezan ket

Aet eo d'ar broioù pell, da c'hounit he bara

Kollet, kollet eo din an hini a garan.

D'an hani a garan, ne ran nemet hirvoudiñ

Penaos, ken pell diouti, e ch'ellin-me beviñ?

Met petra a lavaran-me ? Turlebaniñ a ran

Dre hir soñjal atav en hini a garan.

D'an hani a garan, mar kollan-me ma fenn,

Evnedigoù ar c'hoad, kanit c'hwi ho kanenn

Evned, kanit er c'hoad kanit kenti-kentañ

D'an hani a garan, ne ran nemet huanadiñ

Huanadiñ noz ha deiz, deiz ha noz hirvoudiñ

Rak-se em eus savet ha rak-se e kanan

Kanennig ma c'halon d'an hini a garan.

展开显示全部歌词