Plac'hig Eusa-Didier Squiban

Plac'hig Eusa

专辑:Enez Eusa

时间:1995-03-03

    使用手机浏览器「扫一扫」

    在手机上保存,获得更好体验

标签
歌词

En enez Eusa, ur plac'hig

Yaouank fur koant 'vel an aelig

Hec'h anv oa Kaourantinik

Siwazh ne oa ket pemzek vloaz

Ar plac'hig a zouge he c'hroaz

Ar plac'hig a zouge he c'hroaz

E-c'harz ar mor war ur garrek

Kaourantinig 'ouele dourek

Kaourantinig 'ouele dourek

A-greiz he c'halon he fedenn

A savas d'an eñv evel-henn

'Savas d'an eñv evel-henn

O stourm doc'h listri ar saozon

Ma zad 'zo beuzet 'kreiz er mor don

Ma zad 'zo beuzet 'kreiz er mor don

Kalon ma mamm baour a rannas

Gant ar c'heloù-se pa glevas

Gant ar c'heloù-se pa glevas

Me n'am eus den alas bremañ

Petra rin-me war ar bed-mañ ?

Petra rin-me war ar bed-mañ ?

Me n'am eus mui war an douar

Na tad na mamm na kar na par

Ma buhez vo kañv ha glac'har

Ar paour en eñv deus un tad

Hag e Rumengol ur vamm vad

Hag e Rumengol ur vamm vad

展开显示全部歌词