Me 'zo ganet e-kreiz ar mor-Didier Squiban

Me 'zo ganet e-kreiz ar mor

时间:2023-06-30

    使用手机浏览器「扫一扫」

    在手机上保存,获得更好体验

标签
歌词

Me zo ganet e-kreiz ar mor

Teir leo er-maez

Un tiig gwenn du-hont am eus

Ar banal 'gresk e-tal an nor

Hag al lann a c'hol' an avaez

Me zo ganet e-kreiz ar mor

E bro Arvor

Ma zad a oa 'èl e dadoù

Ur martolod

Bevet en deus kuzh ha diglod

- Ar paour ne gan den e glodoù

Bemdez-bemnoz ār ar mor blot

Ma zad a oa 'el e dadoù

Stlejour rouedoų

Ma mamm ivez a laboura

- Ha gwenn he bleo

Ganti ar c'hwez ār hon taloù

Desket em eus, bihanik tra

Medi ha tenni avaloù

Ma mamm ivez a laboura

D'ounit bara

O deizioù mam bugalerezh

Pand aen, dilui

Gant mamm da redek an irvi

Pe gant ma zad d'ar beskerezh

Men ez oc'h-c'hwi ?

O deizioù mam bugalerezh

Na dous e oac'h!

C'hwec'h 'oamp neuze, santez Mari

Ar-dro d'an daol

Yac'h ha laouen e vevemp holl

Da Zoue ha deoc'h e tougemp bri

Bremah ema kemmet an taol

C'hwec'h 'oamp neuze santez Mari

N'omp mui 'met tri

Ar Maro àr an nor 'n deus stoket

Deuet eo a-barzh

Hon eurvad zo aet kuit 'n un arc'h

Er vered parrez da gousket

Hag ennon e c'hanas ur barzh

Maro àr an nor 'n deus stoket

Ne ouelin ket ...

展开显示全部歌词