
在手机上保存,获得更好体验
Pa guzh an heol pa goeñv ar mor
Me 'oar kanañ war dreuz ma dor
Pa oan yaouank me a gane
Pa 'z on deut kozh me 'gan ivez
Me 'gan en noz me 'gan en deiz
Ha me keuziet bras koulskoude
Mard eo ganin stouet ma beg
Mar 'm eus keuz n'eo ket hep abeg
Evit aon me n'em eus ket
'M eus ket aon da vout lazhet
Evit aon me n'em eus ket
Amzer a walc'h ez on me bet
Pan n' vin ket klasket 'vin kavet
Met pa'z on klasket ned on ket
Ne vern petra a c'hoarvezo
Pezh a zo dleet a vezo
Ret eo d'an holl mervel teir gwezh
Kent evit arsav en diwezh
Me 'wel an hoc'h 'tont eus ar c'hoad
Hag eñ gwall gamm gwallet e droad
E veg digor ha leun a wad
Hag e reun louedet gant an oad
Hag o soroc'hal war e dro
Gant an naon e voc'higoù
Me 'wel ar morvac'h 'c'h enep tont
Ken e kren an aod gant ar spont
Hag eñ ken gwenn hag an erc'h kann
'Zo en e benn kerniel arc'hant
An dour dindanañ o virviñ
Gant an tan taran eus e fri
Morgezeg en dro dezhañ ken stank
Hag ar geot war lez ar stank
Darc'h mat 'ta darc'h mat 'ta morvarc'h
Darc'h war e benn darc'h mat 'ta darc'h
Ken e riskl er gwad an treid nozh
Gwazh ouzh gwazh darc'h 'ta gwazh ouzh gwazh
Me 'wel ar gwad betek e c'hlin
Me 'wel ar gwad evel ullenn
Gwazh ouzh gwazh darc'h 'ta gwazh ouzh gwazh
Arsaviñ a ri 'benn arc'hoazh
Darc'h mat 'ta darc'h mat 'ta morvac'h
Darc'h war e benn darc'h mat 'ta darc'h
Pa oan em bez yen hunet dous
'Klevis an er 'gervel en noz
Eñ a c'halve a eredigoù
Ha 'n holl evned eus an neñvoù
Hag e lare dre o gervel
Savit prim war ho tiwaskell
N'eo ket kig brein chas pe zeñved
Kig kresten 'rankomp da gavet
Morvran gozh klev lavar din me:
Petra 'choari ganit aze
Penn ar penn lu 'choari ganin
E zaoulagad ruz a fell din
E zaoulagad a grapan naet
'N abeg d'az re en deus tennet
Na te louarn lavar din me
Petra c'hoari ganit aze
E galon a c'hoari ganin
Oa ken diwir ha ma hini
He deus droukc'hoantaet da lazhañ
He deus da lazhet a bell 'zo
Na te lavar din me touseg
Petra 'rez aze 'korn e veg
Me a zo amañ 'n em lakaet
'C'hortoz e ene da zonet
Ennon me 'vo tra 'vin er bed
E kastiz reizh eus e dorfed
E keñver ar barzh na chom ken
Etre roc'h allaz ha porzh gwenn
Merci à gwyon pour cettes paroles